bandeau-phare-site-nouslabretagne

PIV EO THIERRY BURLOT ?

N'on nemet ur Breizhad, evel ar re all, ha n'eo ket ken fall ha se !

Plijout a ra din divizout gant obererien hag obererezed Breizh dre redek 21 Bro Breizh hag hon enezennoù. Desket em eus muioc'h a draoù er c'hejadennoù-se eget e meur a zalc'h er C'huzul-rannvro. Desket em eus chom hep bezañ sur da bep tra, desket e ranker dilezel an dagusted evit divizout, pa vez doujet da gredennoù an eil re hag ar re all.

En em ziskuliañ a chom diaes. Setu un nebeud linennoù diwar-benn ma zreuz er vuhez, ar pezh am bount hiziv da gas ul listenn evit bodañ an dud ha mont dreist d'ar strolladoù.

Ganet on bet d'ar 25 a viz Gwengolo 1959 e Brest. Ya, e Penn-ar-Bed e loc'h pep tra ! Ur sizhunvezh war-lerc'h Jean-Jacques Urvoas ha tri devezh war-lerc'h ar pianoour Didier Squiban. An hini divrutañ eus an tri on. Setu ur gentel a izelegezh !

Met eus Aodoù-an-Arvor on da gentañ penn. D'ar mare-se e veze graet Aodoù-an-Hanternoz eus an departamant 22. Un amzer n'hell ket bezañ anavezet gant ar re zindan tregont vloaz rak an departamant n'eo deuet da vezañ Aodoù-an-Arvor nemet e 1990.

Mab d'un tiegezh a bevar bugel on, ma zud a zalc'he un davarn, met un ispisirezh hag ur preti bihan ivez. Ur stal genwerzh nes a reer eus se bremañ. Ha ya, nes e oa ha tomm memes. Pierre Perret, mab d'un tavarnour eñ ivez, en doa deskrivet brav an dud hag an istorioù diskramailh a c'heller anavezout e seurt lec'h. E Koadaroa e oa, e kumun Plian, ur miliadig a annezidi d'ar mare-se ha 1 300 hiziv an deiz.

Maer ar gumun a oa ma zad, eus an tu dehoù diseurt e oa. Mervel a reas trumm e 1981. Tapet em boa ma bachelouriezh skiantel (skiantoù an douar, dija…) e lise publik Gwengamp. Kenderc'hel a raen gant ma studioù e skol-veur Roazhon 1, war an douarouriezh, gant ul live mestroniezh. Ha neuze em boa graet an dibab, atebek, da vont e 1981 e Kuzul-departamant Aodoù-an-Hanternoz, evel teknikour uhel an departamant. Diwar enraokaat on deuet da vezañ ijinour tiriadel gant un anaoudegezh evit ar pezh a c'heller ober dre berzh ar velestradurezh publik tiriadel. Labouret em boa eno betek 2010 hag abaoe on distag evit gellet sammañ ma c'hargoù dilennad.

Daou vloaz war-lerc'h marv ma zad, ha ma maer neuze, e tegouezhas an dilennadeg-kêr. Daou vloaz war-lerc'h 1981, e kreiz birvilh al lezennoù digreizennañ, e kinnigas din Raymond Boizard, sokialour deuet da vezañ kuzulier-departamant e 1976, mont e-barzh e listenn.


Pevar bloaz warn-ugent e oan ha dont a ris da vezañ kuzulier-kêr Plian ha prezidant sindikad dastum lastez-ti Lannolon. Soñj am eus, a gredan, ne oa ket kalz tud evit ober war-dro ar poubellennoù hag e oan c'hoazh o vont da blediñ gant ar c'hraf-se na veze ket graet « ekonomiezh-kelc'h » anezhañ c'hoazh. C'hwec'h miz war-lerc'h e varve Raymond Boizard.

Dilennadeg-kêr 1989, dont a ris da vezañ maer Plian ha dilennet prezidant sindikad kemmesk treterezh lastez-ti Bro-Oueloù. C'hoazh.


C'hwec'h vloaz diwezhatoc'h, 1995. Addilennet e oan bet maer Plian ha dont a ris da vezañ besprezidant kumuniezh-kumunioù Lannolon, savet tri bloaz a-raok. Ober a ris anaoudegezh gant tu entanus an etrekumunelezh, al labour etre kumunioù, pa vez ur raktres boutin.


Dre-se, e 2001, em boa kinniget bezañ eilmaer kumun Plian hepken ha mont a ris da brezidant kumuniezh-kumunioù Lannolon-Plouha. Dont a ris da vezañ Prezidant Bro Gwengamp e 2002, met ivez ezel eus kuzul-merañ ospital ar Gwir Salver e Bear ha besprezidant kreizenn-verañ Aodoù-an-Arvor.

Dav eo din lavaret e oan bet plijet kenañ gant avantur an etrekumunelezh met ivez hini ar Broioù, da-heul lezenn Dominique Voynet e 1999. Dilennidi a bep tu politikel,

ur c'huzul diorren gant atebeien kevredigezhioù, keodedourien eeun, gopridi, pennoù embregerezh, un tiriad o fiñval, hag a gred sevel raktresoù en dazont, a-vent gant e izelegezh. Dispar !

Divizout gant Pierre-Yvon Tremel, prezidant Bro amezek Treger-ha-Goueloù, kevraouiñ start a-wechoù gant maer Gwengamp, Noël Le Graët a ren ar gêr-greiz. Ha raktresoù, ha kejadennoù.

P' en em gavjomp e 2004 e kinnigas Jean-Yves Le Drian din mont e-barzh e listenn unvaniezh an tu kleiz a-bezh. War-lerc'h ur c'houlzad kentañ kollet e 1998 e felle da Jean-Yves Le Drian lakaat ar Rannvro da wintañ ha dont a reas a-benn. Unan eus e genlistennerien e oan ha setu me kuzulier an hini gaerañ eus ar Rannvroioù. Komzet en doa paotr e sired melen ha trec'h e oa bet. Displegañ a reas d’an antronoz : « Breizh eo rannvro Frañs a zo dezhi, moarvat, an identelezh hag ar c'hengred kreñvañ, an hini a ro ar muiañ d'hec'h annezidi ar santad da vezañ perzh enni ; en em gavout a reer bezañ eus ul lec'h. Ha war un dro ne oa galloud seveniñ ebet a-geñver gant hon unvanded neuze. » Ne oufed ket lavaret gwelloc'h !

Deskiñ, selaou ha prenañ skiant a raen.

2008, dre youl e teuis da vezañ kuzulier-kêr eeun e Plian rak chom a raen prezidant kumuniezh-kumunioù Lannolon-Plouha ha prezidant sindikad kemmesk treterezh Kerval a ra war-dro tretiñ lastez 330 000 annezad.

Hag e 2010 e oa addilennet Jean-Yves Le Drian, me ivez d'e heul. Kinnig a reas din sammañ ar vesprezidantelezh e karg eus an endro ha dont a ris da vezañ ezel eus poellgor diazad Liger-Breizh ivez.

Skoet don e oan bet gant ar rendael diwar-benn ar bezhin glas ha bountet-divountet gant hon digempoelloù hag hon diarvaroù war ar c'hraf-se. Labourat a raen war an dra-se, hep lezel tamm lec'h ebet d'al luadennoù ha kregiñ a raen da lakaat an holl en-dro d'an daol. Anv a oa a vont dreist d'al luadennoù hag ober traoù. A-gevret !


E 2015 on bet addilennet besprezidant e karg eus an endro er C'huzul-rannvro, hag e 2018 on bet dilennet prezidant poellgor an diazad Liger-Breizh a ra war-dro merañ an dour war 36 departamant, da lâret eo un drederenn eus Frañs.

Hag e 2020 on bet dilennet prezidant Ofis Frañs ar vevliesseurted, kendeuz etre Ajañs vroadel ar vevliesseurted hag Ofis broadel ar chase hag al loened gouez.

Dav eo din anzav deoc'h on entanet gant an holl grefen-se hag un donezon anat a-walc'h am eus evit degemer prezidantelezhioù a youl vat strizh ha nann digollet.

Gant traoù all on atapiet. Chañs am eus bezañ tad da bevar bugel (32, 28, 15 ha 10 vloaz) ha tad-kozh memes abaoe 2 vloaz. Ha laouen e vezan bepred o kas ma merc'h d'ar skol kentañ derez lec'h m'emañ o teskiñ brezhoneg er rann zivyezhek. E

Roazhon emañ ma gwreg o labourat, o ren ur greizenn addiorren ha daou AHDOD, e kroashent ar yec'hed hag an ekonomiezh sokial ha kengret.

Gouestlet eo an dibenn-sizhunvezhioù d'al labour dorn, evit bezañ talvoudus ha deskiñ traoù. Plijout a ra din gounit legumaj, gwelet anezho o kreskiñ, bitellat. Ma liamm ouzh ar vuhez wirion eo. Dav eo din anzav ivez on tomm ouzh ar bale, an neuial hag ar pesketa. Met diwall, n'on ket Baleer ha nemeur pesketaer !

Unan eus ma skrivagnerien wellañ-karet eo Stefan Zweig bepred, an Aostrian marvet e Brazil, goude bezañ tec'het rak an naziegezh. Eveltañ « em eus muioc'h a blijadur ma-unan o kompren an dud eget o varnañ anezho. »

Ha chom a ra ar sport, evel arvester entanet gant War-raok Gwengamp, ar re ruz ha du, meudig Aodoù-an-Arvor en deus kemeret ar stumm plijus da vezañ trec'h war Vretoned all a-liv gantañ, eus meurgêr Roazhon. Peoc'h war gement-se ! Hag ar rugbi, ar stroll, ar pak az a war-raok ha XV Frañs neuze. Paotr ar stroll on, ar sportoù a-stroll.

Ekologour an ober abaoe 1983, o plediñ gant krefen hag a seblante bezañ dister hag a zo deuet da vezañ kreiz : an dour, al lastez, ar vevliesseurted. Sokialour a gredenn hag ar rannañ, muioc'h eget paotr ar strollad. Den, ken eeun ha tra, ha denelour zoken. Hag ur Breizhad dieub bepred, hag a laka ar stroll hag ar wirionded uheloc'h eget pep tra.